Oprah Winfrey
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Oprah Gail Winfrey ![]() |
Anv ganedigezh | Orpah Gail Winfrey ![]() |
Anv-bihan | Orpah, Oprah, Gail ![]() |
Anv-familh | Winfrey ![]() |
Deiziad ganedigezh | 29 Gen 1954 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Kosciusko ![]() |
Mamm | Vernita Lee Winfrey ![]() |
Kompagnun(ez) | John Tesh, Roger Ebert, Stedman Graham ![]() |
Bugel | Canaan Winfrey ![]() |
Kar | Patricia Lee Logton, Jeffrey Lee ![]() |
Yezh vamm | saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Tachenn labour | self-help ![]() |
Implijer | WVOL, WTVF, WJZ-TV, WLS-TV, Harpo Productions ![]() |
Bet war ar studi e | Tennessee State University, Lincoln High School, Nicolet High School, East Nashville Magnet High School, University of Tennessee, Knoxville ![]() |
Lec'h annez | Montecito ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1967 ![]() |
Strollad politikel | Strollad Demokratel ![]() |
Strollad etnek | Afroamerikaned ![]() |
Liv an daoulagad | gell ![]() |
Liv ar blev | blev du ![]() |
Handedness | Kleizard ![]() |
Perzhiad e | commencement at the Harvard University, commencement at the Stanford University, Ice Bucket Challenge ![]() |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences ![]() |
Perc'henn war | Harpo Productions ![]() |
Levezonet gant | Maya Angelou, Marianne Williamson ![]() |
Darvoud-alc'hwez | interview ![]() |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Supporting Actress, Academy Award for Best Picture, NAACP Image Award for Outstanding Actress in a Motion Picture ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.oprah.com ![]() |
Supported sports team | Swansea City A.F.C. ![]() |
Rummad tost | Category:Films produced by Oprah Winfrey ![]() |
Personal pronoun | L484 ![]() |
Oprah Gail Winfrey, brudetoc'h evel Oprah, bet ganet d'an 29 a viz Genver 1954 e Kosciusko (Mississippi), zo ur vuhezourez ha produerez abadennoù skinwel ha sinema stadunanat. Bez' ez eo ivez aktourez, skridvarnourez hag embannerez kazetennoù.
Brudet eo dre ar gaozeadeg (talk-show) The Oprah Winfrey Show a zo bet enoret gant meur a briz. Ar gaozeadeg-se eo an abadenn arvestet ar muiañ en istor ar skinwel betek al lodenn ziwezhañ bet skignet d'ar 25 a viz Mae 2011.
Oprah evel aktourez a oa bet lakaet he anv war ar renk evit bezañ enoret gant un oskar. Lakaet e vez war-raok evel an den afroamerikan pinvidikañ en XXvet kantved. Bez' ez eo bet ivez lakaet war-raok evel an den afroamerikan o sikour ar muiañ an obererezhioù a vad, hag ivez ar viliarderez du pinvidikañ dre ar bed. Hervez ar gazetenn Forbes ez eo O. Winfrey an eil den pinvidikañ e greanterezh an dudi.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Winfrey a oa anvet Orpah er penn kentañ. Tennet e oa bet an anv-se diwar anv un dudenn eus ar Bibl, e Levr Ruth. Hervez un atersadenn gant Oprah Winfrey en Academy of Achievement, ec'h embannn e oa re ziaes evit he familh hag he c'hamaladed distagañ mat an anv « Orpah », setu perak e oa bet eskemmet ar « P » gant an « R ». E gwirionez e seblant gwirheñveloc'h ez eus bet ur fazi a-berzh ar glañvdiourez a oa bet o skrivañ an anv war an akta ganedigezh.
E Kosciusko e Mississippi e voe ganet Oprah Winfrey gant tud dizimez. Hervezi, he zud n'o devoa bet un darempred reizhel nemet pa oant krennarded, setu perak e oant dispartiet buan. Ar vamm, Vernita Lee, a oa matezh. Oprah en ur vont war goshaat a soñje dezhi e oa Vernon Winfrey he zad, a oa mengleuzier, goude-se perukenner, a-raok dont da vezañ ezel ur c'huzul-kêr. Pa oa-hi ganet e oa el lu.
-
Oprah Winfrey gant Barack Obama e 2007
-
Oprah Winfrey e 2011